Mairie de Plounévez-Lochrist

An ofiserien a vor

Kevrenn an isofiserien a vor war o leve hag an intañvezed eus Gwinevez, Lanhouarne ha Sant-Nouga.
Logo FNOM

Bodet ez eus teir c'humun er gevredigezh-se. Ul lodenn eus kevredigezh an isofiserien a vor war o leve hag an intañvezed eus Norzh Penn-ar-Bed eo-hi. Emezelañ a c'hall outi an isofiserien a vor war o leve, an intañvezed isofiserien a vor hag ar garter-mistri war o leve. Gallout a ra ivez emezelañ outi an isofiserien a vor n'emaint ket war o leve hag an aduidi. Pal ar gevredigezh eo difenn interestoù hec'h izili, skoulmañ liammoù kenskoazell, kemer perzh el lidoù brogar.

Traoù hag a ginniger ober

Aozañ ur genstrivadeg petank d'ar 1añ a viz Gouere war dachenn Kastell Keryann ha d'an 29 a viz Gouere e sportva Gwinevez, sortial asambles, en em adkavout da goaniañ, ...
Logo AOMR

Raktres

Fardañ ur banniel nevez evit ar gevrenn, arc'hantet gant an teir c'humun. Emeur o fardañ anezhañ dija en embregerezh a zo bet dibabet. Emañ ar gevrenn o'n em unvaniñ gant hini Ploueskad.

Prizioù

Skodenn-vloaz a 25 € evit an ofiserien war o leve, 15 € evit an intañvezed.

Burev

En em vodet e oa izili burevioù kevrennoù Ploueskad ha Gwinevez d'ar Sadorn 28 a viz Ebrel 2012, e Ploueskad, evit sevel burev « Kevrenn ar C'hernig », diwar unvaniñ an div gevrenn.

OFFICIERS MARINIERS

Prezidant a enor : Olivier ABALAIN
Prezidant : Denis PERSON
Besprezidant : François CAROFF
Teñzorierien : Gérard MARC hag Yvonne PRIGENT
Sekretourien : Yves SPARFEL et Jean-Jacques BORDENAVE
Dougerien banniel : Jo BELLEC, Jo PORHEL ha Gérard MARC
Izili ar Burev : Rémi BOURILLON, Jean DIDOU, Christian FILLEUR, Marie-Claude MINOIS, Denis PERVES, Guy ROPARS, Gilbert ROSSIGNOL ha Jean-Pierre ROUE.

Mont e darempred ganto

Denis Person: 02.98.69.93.30
Jean-Jacques Bordenave: 02.98.61.44.85 (responter)
Jean-Pierre Roué: 02.98.61.47.99
Joseph Porhel: 02.98.61.47.24

Evénements, animations

Tourisme

tourisme

Prise de rendez-vous NOUVEAU !

Pour les cartes d'identité et les passeports.

passeport - CNI

Prendre RDV

Abadennoù

Aucun événement
Cookies user preferences
We use cookies to ensure you to get the best experience on our website. If you decline the use of cookies, this website may not function as expected.
Accept all
Decline all
Read more
Analytics
Tools used to analyze the data to measure the effectiveness of a website and to understand how it works.
Google Analytics
Accept
Decline
Save