« AN NEÑNEÑIOÙ HUD »
Bellevue
29430 GWINEVEZ
Pgz : 02.98.61.44.36
Degemer a ra bugale etre 2 viz ha 4 bloaz ha digor e vez a-hed ar bloaz (nemet ur sizhunvezh e-pad vakañsoù Nedeleg), eus 7e30 da 6e30 goude kreisteiz. Gallout a ra reiñ bod da 18 a vugale ha doujañ a ra d'ar reolennoù monedusted.
Ijinet e oa bet al lec'h-se evit ar vugale, hag a-zalc'h outo. Eno e c'hallont kejañ ouzh bugale vihan all. Traoù a bep seurt a reont asambles : livañ, seniñ, keginañ, dibunañ rimodelloù, c'hoarioù-dour, merat toaz, c'hoarioù psikokefluskadur, ha kement zo. Sortiadennoù a vez graet ivez, d'ar vugale d'en em voazañ da guitaat o zad pe o mamm, ha da brientiñ anezho dousik da vont d'ar skol ha da zaremprediñ tud all.
Gant ar greizenn liesdegemer e c'hall tud pe tud-kozh ar vugale kavout amzer da vont d'un emgav, da brenañ an defotachoù pe da ziskuizhañ. Gallout a ra ivez degemer ar vugale pa vez o zud o labourat darnamzer. Ul lec'h titouriñ eo ivez, evit kement tra a denn d'ar vugale vihan (kousket, boued, diorroadur hollek ar vugale,...)
Jedet eo ar prizioù diouzh gounidoù an tiegezhioù. Pourchas a reer an trezhoù hag ar predoù.
Degemeret e vioc'h eno gant :
- Cathy SALAUN, renerez ha desaverez bugaligoù
- Pauline, eilrenerez ha desaverez bugaligoù
- Floriane, Aurore et Adeline, eilerezed desevel bugaligoù
- Cédric, Evelyne et Laetitia, kasourien.