ELIANE LETTY-KERVRAN : Pennrenerez ar servijoù eo-hi. Renkañ ha ren a ra an doare ma vez lakaet ar steuñvoù oberoù da dalvezout hervez ar palioù lakaet gant an dilennidi, o kenurzhiañ hag o kontrollañ an dafar hag an arc’hant a zo gant ar gumun. Kenlabourat a ra gant ar Maer hag an Eilmaered evit prientiñ an teuliadoù : emvodoù ar c’huzul-kêr, sevel raktresoù, sevel hag evezhiañ ar budjedoù, klask skoaziadennoù, marc’hadoù publik... Ren a ra ar c’hoskor a-bezh hag ober a ra war-dro respet ar wazourien. Kontañ a ra penaos ez eo bet sevenet an tammoù-labour d’ar Maer. | |
SEBASTIEN CAROFF : Karget eo eus ar gontouriezh hag eus ar c’hêraozerezh, ober a ra war-dro an dispignoù hag ar gounidoù, fakturenniñ a ra ar servijoù d’an implijerien (dour ha yac’husaat), plediñ a ra gant an darempredoù gant servijoù kontouriezh ar Stad, ha merañ a ra ar marc’hadoù a-fet ar gontouriezh. Merañ a ra an teñzorerezh diouzh ar gwellañ hag ober war-dro an teuliadoù kêraozerezh. Sikour ha kuzuliañ a ra an implijerien evit a sell ouzh an teuliadoù kêraozerezh, ober a ra war-dro Steuñv Lec’hel ar C’hêraozañ (S.L.K) ha Servij Publik ar Yac’husaat Distroll (S.P.Y.D).
|
|
CAROLE CREIGNOU: Gwazourez velestradurel eo-hi. Karget eo da zegemer an dud hag ober a ra ivez tammoù-labour melestradurel, resev an disklêriadurioù ha sevel an aktaoù a sell ouzh Marilh ar Boblañs. Evezhiañ a ra penaos e vez feurmet salioù ha dafar ar gumun, neveziñ a ra an teuliadoù, sevel an dibab-keleier ha neveziñ lec’hienn internet ar gumun. War he c’harg emañ an argerzh da aozañ an dilennadegoù. |