Chapel Lokrist An Izelved, he gwez izel o plegañ dindan an avel, a grog er run diwezhañ a-raok d'an douar en em ledañ en e aez war ec'honderioù an tevennoù hag ar mor.
N'eo ket gwall gozh Lokrist e-skoaz anvioù-lec'h all e Gwinevez, rak ne veze ket implijet ar gerioù dre Lok- a-raok an 11vet kantved. Ul lec'h pirc'hirinded e oa bet Lokrist e-pad kantvedoù, hag eno e oa ur benniliz hag ur prioldi, da urzh an Templ pe an Ospital marteze, diazezet gant an tiegezh Kervavan..
E 1331 en em gav ar prioldi dindan dalc'h abati Lokmazhe Penn-ar—Bed da-heul un emglev etre Alan Gervan ha Gwilhom, abad.
En eil hanterenn eus ar 16vet kantved ez eo dilezet ar prioldi gant ar veneadiz, ha roet e vez e c'hounidoù d'ur priol-arc'hanter.
E 1778 ez eo diskaret ar prioldi hag e adtiez gant an tan-gwall.
E 1781, dekred gant aotrou de la Marche, eskob Leon, a lam an titl a brioldi hag a stag anezhañ ouzh kloerdi Leon.
E 1785 e tistrujer ar chapel na virer nemet ar c'hloc'hdi anezhi. Adsevel a reer ur chapel dilorc'h hag ur presbital ; e-pad an Dispac'h e vo gwerzhet ar re-se evel madoù broadel.
![]() |
|
| La chapelle, le siècle dernier... | ... et aujourd'hui |
Hiziv an deiz ne chom nemet ar c'hloc'hdi kozh, krenndev ha fetis, hag ul laour c'hreunit.
E roll ar Monumantoù Istorel emañ ar c'hloc'hdi abaoe an 8 a viz Even 1914. Ur c'hevrin eo hennezh, rak gallout a reer gouzout e oa bet savet en 12vet pe en 13vet kantved, met n'eur ket evit gouzout e peseurt mare resis.
Adsavet e oa bet ar gorzenn diskaret gant ar foeltr, e 1910.



