Bez' ez eo ar moudennoù-kastell, anvet a-wechoù moudennoù feodel, ar seurt kastilli stankañ en 11vet hag en 12vet kantved. Ur voudenn-gastell a oa anezhañ ur savadur-difenn, graet e douar hag e koad. Peurvuiañ e vez ur savenn graet gant douar bet degaset aze ha palumet, kelc'hiek he stumm, hag a anver moudenn. Warni ez eus un tour-kreiz, a dalvez da dour-meur, hag a-wechoù e vez ur puñs toullet enni.
Div voudenn-gastell a zo er gumun :
- Tournuz, hag a oa bet d'ar familh egezh Nuz eus Kergornadeac'h, war a lavarer.
- Mailhe, annezet gant an tiegezh Kervavan pe Kervan, eus a Gerniliz.
Kentañ testoù diles eus istor Gwinevez er Grennamzer eo ar moudennoù-se.
Da grediñ eo, a-hend-all, e oa an daou greñvlec'h-se da rummad galloudus beskonted Leon rak unan eus ar re Nuz kentañ a gaver en istor a oa eus lignez ar re-se. Pa studier an anvioù-tud, e c'haller krediñ e oa ar re Nuz eus Kergornadeac'h diskennidi eus Tiegezh Leon, evel ma seblant bezañ ar re Kervavan a-viskoazh.