Mairie de Plounévez-Lochrist

An dud pouezus

Alan Gervavan

Ur marc'heg e oa. Marvet eo d'ar Merc'her 6 a viz C'hwevrer 1263, goude gouel Santez Agata. Hennezh eo an aotrou kentañ a anavezer e tiegezh pinvidik Kervan en deus lakaet sevel maner Mailhe. E-barzh Chapel Lokrist e tegaser da soñj eus an dra-se gant un dar-vez engravet gant e anv.

Yann Nuz (1380-1450)

Hennezh eo mab eil henañ an tiegezh illur Kergornadeac'h hag a gonte e kave e orin gant ar brezelour Nuz a sikouras Sant-Paol-Aorelian da zieubiñ Bro-Leon diouzh aerouant Enez-Vaz er 6vet kantved. Gwelet a reer mat c'hoazh e ardamezioù (1434), siellet ouzh talbenn dor-dal e vaner e Luzunen : skoed stouet, aerouant Enez-Vaz, staol Sant-Paol ha K MOZ, ar youc'h brezel. Taolennañ a reont unan eus mojennoù kozh Bro-Leon.

Loeiz Kervavan ha Kristof e vreur

Hêred diwezhañ lignez Kervan pe Kervavan eo ar re-se, aotrouien hollek ar barrez abaoe 1263 da nebeutañ. Lazhet e voent en un duvell e 1590 gant an aotrou Tournemine ; kouezhañ a reas an aotrouniezh gant Frañsez Mailhe, pried Glaodina, o c'hoar.

Louis Rousseau (1787-1856)

Gwarezer tevinier Keremma eo hennezh. Disoc'h e labour start hag e zalc'husted divrall eo, evit un darn, neuz an aod a vremañ ha dibarder ar vro eno. A-dreuz drez ha spern, e-pad tost da 25 bloaz, e strivas Louis Rousseau da vestroniañ an avel hag ar mor ha da lakaat labourat douaroù kontet da vezañ difrouezh. Ne oa ket erru pinvidikoc'h gant e labourioù chaoseriañ, pell ac'hano, hag eñ da vont d'an Anaon en e vro nevez, e Keremma, d'ar 24 a viz Gwengolo 1856.

Lan Inizan ( 1826-1891)

Daremprediñ a rae presbital Gwinevez goude bezañ bet kelenner e-pad ur reuziad en Aodoù-an-Arvor. Ur skrivagner brezhonek istimet eo. Savet en deus : Toull al lakez (1874), Emgann Kergidu (1877), Buhez Sant Frañsez a Asiz. Ur plas a enor en deus en istor al lennegezh vrezhonek.

Erwan ar Rouz (1814-1888)

Un tammig a-raok 1850 e oa bet anvet da ward-maezioù ar gumun, ha mirout a reas e bost betek e varv. Buhez diaes ar peizant Erwan ar Rouz hag e familh a zo bet kontet gant Loeiz Elegoed e-barzh Ancêtres et terroirs e 1990.

Jeanne–Louise Ramone (1910-1995)

Gwelet a reas ar Werc'hez evit ar wech kentañ d'ar 15 a viz Gwengolo 1938 ; 70 a weledigezhioù all a vo betek 1965. E 1956 e oa bet savet un ti-pediñ bihan e Kerizinen evit reiñ repu d'ar birc'hirined hag e 1976 e voe savet unan all, brasoc'h, en-dro d'an hini bihan. Bev eo c'hoazh eñvor Jeanne-Louise da-geñver Gouel-Maria-Hanter-Eost, da eur ar rozera, en orator bras Kerizinen.

Yann-Frañsez Kermoal

Ofiser e oa en 248vet RT, ha gwall gloazet e oa bet e miz Mae 1940 ; adalek miz Gwengolo ez adkemeras e garg a rener skol kentañ derez hag ez eas raktal davet ar Rezistañs. Ur skinbellskriver hag un titourer eus an dibab e oa, ha sikouret en deus da saveteiñ ha da adkas d'o bro e-leizh a nijerien kevredidi.

Evénements, animations

Tourisme

tourisme

Abadennoù

Lun. 19 eost
EXPOSITION Photos anciennes
Org : Culture et Loisirs
Sad. 31 eost
Tournoi de Foot U11 - U13
Org : Football Club Lanhouarneau-Plounévez