Mairie de Plounévez-Lochrist

Histoire et patrimoine

Etimologiezh Gwinevez ha Lokrist hag o istor

Dont a ra Gwinevez eus « gwig » (kreiz ur barrez) hag eus ar ger « nevez ». Talvezout a ra Lokrist kement ha « lec'h gouestlet d'ar C'hrist ».
Blason

Meneget e oa bet an anv Plounevez (ploe neguez) evit ar wech kentañ war ur roll telloù eus arc'heskopti Teurgn e 1330.

N'eo ket d'ar mare-se e oa bet diazezet evit kello-se, rak annezet eo douar Gwinevez abaoe mare an neolitik da nebeutañ. Gwelet a reer ez eus bet tud eno :

  • adalek 3500 vloaz a-raok hon oadvezh, er C'hernig hag e Bretouare, gant taolioù-maen pe alezioù toet, anezho aspadennoù eus bezioù kozh-kozh, pe gant peulvanoù er Waremm, Landegiac'h, Lokrist hag e Tournuz ;
  • war-dro 1500 vloaz a-raok J.K, gant kavioù-bez dindandouar pe krugelloù, e Reskourel, Kerougant, ar Gergozh, Kerandevez, hag er Gorilhac'h gant begoù saezhoù e kailhastr ;
  • war-dro 500-400 vloaz a-raok J.K gant ur maen-sav eizhtuek hag ur jarl-ludu bet dizoloet e Penn ar Groaz Frede ;
  • e mare ar Romaned, gant an traezoù arem diseurt bet kavet e Brengoel, Penn ar Groaz Frede, er Gorilhac'h, ha neuze podoù ha teol e Kervorvan, e Rumeur, ha pezhioù moneiz gant ar bloaziadoù 260-274 dizouaret e Reskourel.

Evit ober anv eus amzer dremenet ar gumun en ur mare tostoc'h dimp, e ranker implijout an anvioù-lec'h, ha re kêriadennoù zo, dreist-holl, a c'hall bezañ kozh-kozh, koshoc'h eget an 11vet kantved zoken. Da skouer :

  • Brec'hichen, Brec'hounig, pe Bretouare ma kaver ar ger henvrezhonek Bren (run).
  • Ar Gorilhac'h : al lec'h ma c'hoarier.
  • Kamfroud : gwazh-dour gamm.
  • E Luzunen, e kaver an elfenn Luz, anezhi un adstumm eus « lez », al lec'h ma oa penn sivil ar barrez o chom.
  • Pleskivit : bodad gwez-skav, a zo kozh ivez. Meneget e vefe kêriadenn Pleskivit (Plebesidui) e 1207 en un donezonadur deogoù, fav, piz ha lin, graet gant ar beskont Gwioñvarc'h Leon.

Ar moudennoù-kastell

Bez' ez eo ar moudennoù-kastell, anvet a-wechoù moudennoù feodel, ar seurt kastilli stankañ en 11vet hag en 12vet kantved. Ur voudenn-gastell a oa anezhañ ur savadur-difenn, graet e douar hag e koad. Peurvuiañ e vez ur savenn graet gant douar bet degaset aze ha palumet, kelc'hiek he stumm, hag a anver moudenn. Warni ez eus un tour-kreiz, a dalvez da dour-meur, hag a-wechoù e vez ur puñs toullet enni.

Div voudenn-gastell a zo er gumun :

  • Tournuz, hag a oa bet d'ar familh egezh Nuz eus Kergornadeac'h, war a lavarer.
  • Mailhe, annezet gant an tiegezh Kervavan pe Kervan, eus a Gerniliz.

Kentañ testoù diles eus istor Gwinevez er Grennamzer eo ar moudennoù-se.

Da grediñ eo, a-hend-all, e oa an daou greñvlec'h-se da rummad galloudus beskonted Leon rak unan eus ar re Nuz kentañ a gaver en istor a oa eus lignez ar re-se. Pa studier an anvioù-tud, e c'haller krediñ e oa ar re Nuz eus Kergornadeac'h diskennidi eus Tiegezh Leon, evel ma seblant bezañ ar re Kervavan a-viskoazh.

Prioldi ha chapel Lokrist

Chapel Lokrist An Izelved, he gwez izel o plegañ dindan an avel, a grog er run diwezhañ a-raok d'an douar en em ledañ en e aez war ec'honderioù an tevennoù hag ar mor.


N'eo ket gwall gozh Lokrist e-skoaz anvioù-lec'h all e Gwinevez, rak ne veze ket implijet ar gerioù dre Lok- a-raok an 11vet kantved. Ul lec'h pirc'hirinded e oa bet Lokrist e-pad kantvedoù, hag eno e oa ur benniliz hag ur prioldi, da urzh an Templ pe an Ospital marteze, diazezet gant an tiegezh Kervavan..

E 1331 en em gav ar prioldi dindan dalc'h abati Lokmazhe Penn-ar—Bed da-heul un emglev etre Alan Gervan ha Gwilhom, abad.

En eil hanterenn eus ar 16vet kantved ez eo dilezet ar prioldi gant ar veneadiz, ha roet e vez e c'hounidoù d'ur priol-arc'hanter.

E 1778 ez eo diskaret ar prioldi hag e adtiez gant an tan-gwall.

E 1781, dekred gant aotrou de la Marche, eskob Leon, a lam an titl a brioldi hag a stag anezhañ ouzh kloerdi Leon.

E 1785 e tistrujer ar chapel na virer nemet ar c'hloc'hdi anezhi. Adsevel a reer ur chapel dilorc'h hag ur presbital ; e-pad an Dispac'h e vo gwerzhet ar re-se evel madoù broadel.

Chapelle de Lochrist

Chapelle de Lochrist

La chapelle, le siècle dernier... ... et aujourd'hui

Hiziv an deiz ne chom nemet ar c'hloc'hdi kozh, krenndev ha fetis, hag ul laour c'hreunit.

E roll ar Monumantoù Istorel emañ ar c'hloc'hdi abaoe an 8 a viz Even 1914. Ur c'hevrin eo hennezh, rak gallout a reer gouzout e oa bet savet en 12vet pe en 13vet kantved, met n'eur ket evit gouzout e peseurt mare resis.

Adsavet e oa bet ar gorzenn diskaret gant ar foeltr, e 1910.

Maner Mailhe

cdm-devantCdm-derriere

El lec'h m'emañ ar maner a vremañ, ha n'emañ ket ouzhpenn 300 metr diouzh ar voudenn-gastell gozh, e lavarer e oa bet savet, e fin ar 14vet kantved pe e penn kentañ ar 15vet kantved, kentañ maner ar gumun, anvet Koad Seizh Ploue, hag a oa bet perc'hennet a-dra-sur abaoe penn kentañ ar 15vet kantved gant an tiegezh Kervavan.

War-dro 1570 e teu Maoriz Kervan ha Jeanne de Goulaine, e bried, da annezañ ar maner o deus lakaet sevel gant lodennoù eus ar maner kozh ennañ, en o zouez an nor-dal ha framm toenn ar sal uhel. Awenet ez eus bet meur a draig er savadur gant sevenadennoù Sirlio ha Philibert de l'Orme, savour savadurioù ar roue.

War-dro 1590, gant an daou vreur aet d'an Anaon, e timez Glaodina Gervan da Frañsez Mailhe, ur paotr eus Touren anezhañ, hag e resev ar maner da hêrezh. D'ar mare-se eo e teu maner Kervan da vezañ Maner Mailhe..

E-kreiz ar 17vet kantved e laka an tiegezh Mailhe ober un hollad livadurioù war ar mogerioù hag al lambruskoù.

E 1747 ez eo ret da Donasian Mailhe, an hêr diwezhañ, sammet gant an dle, gwerzhañ e zomani da Louis-Antoine Chabot hag a zilez anezhañ kement ha ken bihan ma kouezh ar gazel walarn, erru dido, en he foull war-dro 1780.

E 1789 ez eo adwerzhet ar savadur da Nicolas de Cadeville a stag da ziskar al lodenn rivinet ha da saveteiñ ar peurrest eus ar savadur.
Gwerzhet eo Maner Mailhe evel mad broadel d'ar 14 messidor er bloaz 4, hag adkemeret gant an tiegezh Cadeville a rank adwerzhañ anezhañ d'ar baron Paul Dein e 1812.
War-dro 1900 ez eus adplantet gwez gant ar perc'henn nevez, ar baron Hugues Nielly, ha kregiñ a ra hennezh d'ober se en alezioù.

Prenet eo ar maner gant an amiral Alfred Richard e 1929, hag eñ hag adfichañ an toennoù, terkañ diabarzh al lodenn gornôg, ha kenderc'hel da adplantañ gwez. E-pad an eil brezel-bed ez eo aloubet Maner Mailhe gant 60 soudard alaman e-pad daou vloaz.

E 1975 ez eo perc'hennet da vat ar maner gant an itron Elisabeth Richard, pried an aotrou Michel Danguy des Déserts. Ober a reont o lodenn e renevezadur an domani hag e 1981 ez eo renket Maner Mailhe e-touez ar Monumantoù Istorel, abalamour d'an diavaez anezhañ ha da lodennoù zo en diabarzh.

Savadurioù all

An iliz-parrez

En iliz ez eus un nev ha daou gostez gant 6 gwareg-volz war hantergelc'h a bep tu.

Delwennoù eus Sant Pêr ha Sant Paol, patromed ar barrez, a zo er c'heur hag a sko dre ur wareg-volz eus ar memes seurt war 2 chapelig-kostez.

  • Kinklet eo an hini gleiz gant delwennoù eus Santez Anna, ar Werc'hez, Sant Jozef hag un delwenn eus ar Werc'hez he Mabig.
  • En hini zehou emañ Sant Erwan, Sant Alar ha Sant Herbod. E greunit eo an aoter-vras, ha taolennet eo ar C'hrist war e groaz gant ar werenneg vodern a-us dezhi.
  • War-dro kreiz an nev, a bep tu, e kaver Santez Janed Ark ha Santez Tereza ar Mabig Jezus.

Nevez zo ez eus bet ouzhpennet div zelwenn renevezet hag a oa bet kavet tost d'an iliz da-geñver labourioù : Sant Yann Vadezour hag ur Werc'hez he Mabig.

Er groazenn ez eus 2 aoter heñvel ouzh an aoter-vras : aoter ar Galon Sakr er gazel norzh, hag aoter ar Rozera er gazel su. E tour an iliz, dezhañ garidoù doubl gant kloc'hdioùigoù-korn, ez eus 3 c'hloc'h.

An iliz a weler bremañ eo an hini a oa bet renevezet goude an tan-gwall e 1935. Krog e oad bet da reneveziñ an iliz a oa a-raok, lesanvet iliz nevez, e 1871 ; eus ar savadur kozh bet savet e 1725 ha 1768 e voe miret ur c'hoc'hdi eus 1767 hag ar porched a zo merket ar bloaziad 1769 warnañ. Gallout a reer ivez gwelet logell-gañv gozh aotrouien Kervavan. En-dro d'an iliz en em astenne ar vered a voe dilezet e 1871.

Eglise1907Eglise2007

L'église en 1907 et 100 ans plus tard...

Ar milinoù

Pep hini eus ar 4 zraoñienn vrasañ e Gwinevez he deus ur wazh-dour ha milinoù. E 1719 e oa renablet anvioù 32 a vilinerien. War-dro 1860 e oa 72 a vein-milin o treiñ c'hoazh. En deiz hiziv ne chom nemet un nebeud savadurioù didrouz, met leun a eñvorennoù :

  • War ar Froud : Milin Doñjer, Milin Gergongar, Milin Dalm,
  • War ar Rest : Milin Gersabieg
  • War ar C'herruz : Milin Gergorned
  • War ar C'heralle : Milin ar C'hastell.

Manoirs et noblesse de Plounévez-Lochrist

En comptabilisant sur la période 15e–18e siècles, tous les édifices dont les archives attestent d’au moins une appellation nobiliaire du type manoir, maison noble ou hostel, Plounévez a compté 80 manoirs.

Certains apparus en 1426 disparaissant avant 1536 (Kervern, Kerbérennes…), alors que de nouveaux émergeaient (Kerouduff, Roscourel…).

1426 est l’année de référence: antérieurement il ne sera jamais possible de recenser la population noble et les manoirs.
En cette année-là, la paroisse comptait 31 nobles habitants de Plounévez et 35 nobles possédant au moins un métayer dans la paroisse mais n’y résidant pas.
56 lieux nobles sont cités et on y dénombre 47 logis qualifiables de manoirs.

En 1443, on compte 45 nobles y habitant et 28 autres n’y résidant pas.La paroisse possède un minimum de 57 manoirs.

Avec 64 manoirs, le 16e siècle apparaît comme l’apogée quantitatif d’une période manoriale qui désormais voit décroître rapidement le nombre de ces édifices.

Au 17e siècle la paroisse enregistre 53 manoirs contre 43 au siècle suivant.

A la fin du 18e siècle, 40 manoirs sont encore identifiables et parmi eux 19 sont expertisés en 1796, en vue d’une vente comme bien national.

An dud pouezus

Alan Gervavan

Ur marc'heg e oa. Marvet eo d'ar Merc'her 6 a viz C'hwevrer 1263, goude gouel Santez Agata. Hennezh eo an aotrou kentañ a anavezer e tiegezh pinvidik Kervan en deus lakaet sevel maner Mailhe. E-barzh Chapel Lokrist e tegaser da soñj eus an dra-se gant un dar-vez engravet gant e anv.

Yann Nuz (1380-1450)

Hennezh eo mab eil henañ an tiegezh illur Kergornadeac'h hag a gonte e kave e orin gant ar brezelour Nuz a sikouras Sant-Paol-Aorelian da zieubiñ Bro-Leon diouzh aerouant Enez-Vaz er 6vet kantved. Gwelet a reer mat c'hoazh e ardamezioù (1434), siellet ouzh talbenn dor-dal e vaner e Luzunen : skoed stouet, aerouant Enez-Vaz, staol Sant-Paol ha K MOZ, ar youc'h brezel. Taolennañ a reont unan eus mojennoù kozh Bro-Leon.

Loeiz Kervavan ha Kristof e vreur

Hêred diwezhañ lignez Kervan pe Kervavan eo ar re-se, aotrouien hollek ar barrez abaoe 1263 da nebeutañ. Lazhet e voent en un duvell e 1590 gant an aotrou Tournemine ; kouezhañ a reas an aotrouniezh gant Frañsez Mailhe, pried Glaodina, o c'hoar.

Louis Rousseau (1787-1856)

Gwarezer tevinier Keremma eo hennezh. Disoc'h e labour start hag e zalc'husted divrall eo, evit un darn, neuz an aod a vremañ ha dibarder ar vro eno. A-dreuz drez ha spern, e-pad tost da 25 bloaz, e strivas Louis Rousseau da vestroniañ an avel hag ar mor ha da lakaat labourat douaroù kontet da vezañ difrouezh. Ne oa ket erru pinvidikoc'h gant e labourioù chaoseriañ, pell ac'hano, hag eñ da vont d'an Anaon en e vro nevez, e Keremma, d'ar 24 a viz Gwengolo 1856.

Lan Inizan ( 1826-1891)

Daremprediñ a rae presbital Gwinevez goude bezañ bet kelenner e-pad ur reuziad en Aodoù-an-Arvor. Ur skrivagner brezhonek istimet eo. Savet en deus : Toull al lakez (1874), Emgann Kergidu (1877), Buhez Sant Frañsez a Asiz. Ur plas a enor en deus en istor al lennegezh vrezhonek.

Erwan ar Rouz (1814-1888)

Un tammig a-raok 1850 e oa bet anvet da ward-maezioù ar gumun, ha mirout a reas e bost betek e varv. Buhez diaes ar peizant Erwan ar Rouz hag e familh a zo bet kontet gant Loeiz Elegoed e-barzh Ancêtres et terroirs e 1990.

Jeanne–Louise Ramone (1910-1995)

Gwelet a reas ar Werc'hez evit ar wech kentañ d'ar 15 a viz Gwengolo 1938 ; 70 a weledigezhioù all a vo betek 1965. E 1956 e oa bet savet un ti-pediñ bihan e Kerizinen evit reiñ repu d'ar birc'hirined hag e 1976 e voe savet unan all, brasoc'h, en-dro d'an hini bihan. Bev eo c'hoazh eñvor Jeanne-Louise da-geñver Gouel-Maria-Hanter-Eost, da eur ar rozera, en orator bras Kerizinen.

Yann-Frañsez Kermoal

Ofiser e oa en 248vet RT, ha gwall gloazet e oa bet e miz Mae 1940 ; adalek miz Gwengolo ez adkemeras e garg a rener skol kentañ derez hag ez eas raktal davet ar Rezistañs. Ur skinbellskriver hag un titourer eus an dibab e oa, ha sikouret en deus da saveteiñ ha da adkas d'o bro e-leizh a nijerien kevredidi.

Un nebeud deiziadoù

23 a viz Gwengolo 1856 : 4562 a dud zo o chom er gumun. War-hed 8 lev emañ honnezh diouzh ar pennlec'h arondisamant hag eizhtez zo ezhomm d'ul lizher da vont betek Montroulez.

25 a viz Even 1873 : sakret eo an iliz nevez gant an Aotrou Nouvel, eskob Kemper ha Leon.

10 a viz Gouere 1904 : digoret an hent-houarn, gant ul lid-bennigañ.

4 a viz Gouere 1912 : an aotrou Yann-Frañsez Kaer, person Gwinevez, a echu e gazetenn-barrez a vez sellet outi evel ar studienn istorel gentañ diwar-benn ar gumun.

2 a viz Du 1920 : lid da zioueliañ monumant ar re varv, savet gant kizeller Aotrou Kernévan.

15 a viz Mae 1935 : gwelet a ra ar barrezianiz, dic'halloud ha glac'haret an tamm anezho, o iliz-parrez distrujet gant an tan-gwall.

Incendie

Levrlennadur

  • 1832 : Antiquités de la Bretagne : Le Finistère gant le Chevalier de Fréminville
  • 1912 : Notennoù dornskrivet diwar-benn Gwinevez. Marilh-parrez an aotrou Kaer.
  • 1916 : Le prieuré de Lochrist-an-Izelvet en Plounévez-Lochrist gant Louis Ojes e-barzh BSAF levrenn XLIII.
  • 1922 : Ar pevare gourc'hemenn a Zoue gant an abad Moan. Istor vertuzius ur vaouez eus Brec'hichen.
  • 1930 : Toull al Lakez gant Lan Inisan. Kontadennig kentelius lakaet da c'hoarvezout e Pont Krist gant an aozer.
  • 1941 : Plounévez-Lochrist une belle paroisse du Léon gant ar chaloni Henri Perennez.
  • 1976 : Les dunes de Keremma gant Louis Rousseau. E-barzh Penn ar bed niv. 84.
  • 1979 : Le Finistère monumental- Morlaix et sa région Levrenn 1 gant Loeiz ar Gwenneg.
  • 1987: Châteaux du Haut-Léon – Images du patrimoine niv. 34.
  • 1988 : Pour servir à l'histoire de Plounévez-Lochrist gant François Simon, tad Mark en abati Landevenneg.
  • 1995 : La seigneurie de Maillé en Bretagne 1577-1747. Kounskrid mestroniezh gant Michel Le Vaillant. SBI Brest.
  • 1997 : Au cœur, autour et au-delà de la baie du Kernic gant Paul Grijol.
  • 1997 : Les fortifications médiévales du Finistère : mottes enceintes et châteaux gant Patrick Kernevez.
  • 1998 : Le patrimoine des communes du Finistère. Levrenn 2 p1027. Embannadurioù Flohic.

Evénements, animations

Tourisme

tourisme

Abadennoù

Yaou. 31 here
Le bal des vampires
Org : Culture et Loisirs
Sul. 24 du
Marché de Noël
Org : Little Baby Bubbles