Mairie de Plounévez-Lochrist

Kreizenn Oberezh Sokial Ar Gumun

Multithumb found errors on this page:

There was a problem loading image 'images/stories/repas des ainés.JPG'
There was a problem loading image 'images/stories/repas des ainés.JPG'

Istor

Eus ar burev madobererezh da Greizenn Obererezh Sokial ar Gumun

Kerkent hag ar Grennamzer e oa bet skoazellet an dud paour hag an dud en arvar, gant an Iliz da gentañ ha gant servijoù ar roue da c'houde. Gant an Dispac'h bras e oa bet diogelet evit pep hini ar gwir da vezañ gwarezet ha sikouret. E 1889 eo, da-geñver Kendalc'h Etrebroadel ar Skoazell Bublik, e oa bet diazezet mennozh ar skoazell bublik, hag ar redi d'ober war he zro evit ar strollegezhioù.


Eus ar garitez kristen d'ar burevioù madobererezh, betek ar burevioù skoazell sokial, ez eo bet renket tamm-ha-tamm an obererezh sokial. D'ar 6 a viz Genver 1986 e teu ar Burevioù Skoazell Sokial, anavezet dindan an anv
« B.S.S » da vezañ Kreizennoù Obererezh Sokial ar C'humunioù (KOSK).

Petra eo KOSG ?

Un ensavadur publik melestradurel eo KOSG, da lavaret eo ez eo distag diouzh ar gumun a-fet ar melestradur hag an arc'hant. Prezidet eo dre zroed gant Maer ar Gumun. En he c'huzul-merañ ez eus, war hanter, dilennidi eus ar gumun anvet gant ar c'huzul-kêr ha tud barrek war an obererezh sokial (kevredigezhioù hag a gomz en anv ar familhoù, ar retredidi, an dud nammet, hag a stourm ouzh an dispellerezh), anvet gant ar Maer.

KOSG e Gwinevez

administrateurs

Gildas BERNARD

Prezidant

5 melestrour dilennet gant ar C'huzul-kêr e-touez e izili dezhañ 5 melestrour anvet gant ar Maer

Marie-Françoise CAROFF

1 eilmaerez dileuriet evit an aferioù sokial

Anne LE BRAS

Dileuriadez ur gevredigezh tud oadet

Marie-Thérèse CUEFF

Kuzulierez-kêr

Catherine LE SAINT

Dileuriadez ur gevredigezh familhoù

Claudine EDERN

Kuzulierez-kêr

Luc CALVEZ

Dileuriad ur gevredigezh familhoù

Noëlline PÉRON

Kuzulierez-kêr

Marie MILIN

Dileuriadez ur gevredigezh kenemprañ ha stourm ouzh an dispellerezh

Yolande RIOU

Kuzulierez-kêr

Michèle LANCONNEUR

Dileuriadez ur gevredigezh retredidi

En em vodañ a ra ar C’huzul-merañ, serret an dorioù warnañ, ur wech bep tri miz da nebeutañ. Kuzuliadegoù a vez da-geñver an divizoù kemeret gant e izili. Ne c’haller ket reiñ da c’houzout danvez ar c’huzuliadegoù-se pa vez anv eus divizoù hiniennel.

He c’hefridioù

C’hoari a ra Kreizenn Obererezh Sokial ar Gumun pa vez un annezad en arvar, p’en em gav bresk abalamour d’an diouer a arc’hant pe pa vez en estrenvan : skoazell evit ar boued, skoazell evit paeañ ar fakturennoù. Kevelet eo KOSG Gwinevez ha hini Ploueskad da lakaat ur bank-boued da vont en-dro. Adingalet e vez ar bevañs dastumet er gourmarc’hadoù d’ar familhoù a zo en ur blegenn diaes.

Sikour a ra ivez an dud oadet, an dud nammet pe an dud a zo o klask lojeiz, dre reiñ kuzulioù dezho pe dre sikour anezho en o difraeoù, ha dre lakaat anezho e darempred gant kevelerien an obererezh sokial (skoazellerez sokial, kuzulier-lojeiz, ...). Harpañ a ra ar studierien dre reiñ dezho (dindan diviz) prestoù a enor a zo da baeañ en-dro e fin o studioù. Gant KOSG e vez aozet pred bloaziek ar re ouzhpenn 70 vloaz hag ingalet pakadoù.

Asambles gant PLTK Bro Montroulez e oa bet kinniget ur pezh-c’hoari diwar-benn an dud oadet o tiwaskañ, a c’halle an dud kemer perzh ennañ. Emeur o studiañ oberoù diarbenn ha kelaouiñ all gant kevelerien a-benn ar bloavezh 2012.

repas des ainés


He zachenn labour

Sikourioù boued, sikour da baeañ ar fakturennoù, prestoù a enor, predoù ha pakadoù evit ar re gozh da Nedeleg, skoazell sokial lezennel.

Prometiñ a ra KOSG d’an neb a c’houlenn he skoazell e chomo kuzh an dra-se. Talvezout a ra ar sekred micherel evit an holl implijidi, tud a-youl vat pe gopridi.

Penaos mont e darempred gant KOSG ?

E-barzh an ti-kêr emañ burevioù KOSG - 02.98.61.40.57.

Marie-Françoise CAROFF a zalc’h ur burev-pad en ti-kêr :

• da Veurzh eus 10e da 12e,

• da Yaou eus 2e da 4e goude kreisteiz.

Piv eo ar gevelerien ?

Kuzul-departamant Penn-ar-Bed

Kreizenn Obererezh Sokial an Departamant – Skoazellerez sokial - 02.98.68.11.46.

Ti-departamant an Dud Nammet – 02.98.90.50.50.

PLTK Bro Montroulez : kreizenn lec’hel da gelaouiñ ha da genurzhiañ : kenurzhiañ an oberoù a-zalc’h ouzh an dud oadet - 02.98.62.38.00.

Ar Gevredigezh Kenskoazell Peizanted e Penn-ar-Bed : kevredigezh da zifenn al labourerien-douar en em gav en ur blegenn diaes. 02.98.52.49.96. Lec’hienn : solidaritepaysans.org

KSLD – sikour d’ar familhoù a resev skorennoù gant reol al labour-douar – 02.98.85.79.79.

Armorique Habitat – Feurmer sokial – 02.98.62.02.43.