Mairie de Plounévez-Lochrist

Levraoueg ha kreizenn sokiosevenadurel

En ur plas mat-tre emañ an hollad-se, e-kreiz ar bourk. Ul lec'h gouestlet d'ar vuhez sevenadurel, d'ar c'hejadennoù ha d'ar c'hendivizoù ez eo. Ennañ ez eus 3 sal evit an emvodoù hag an obererezhioù, ur c'horn « babigoù-lennerien » mat-tre evit ar vugaligoù, ur sal liesvedia, ul levraoueg hag ur c'horn da didourañ an douristed. Renet eo al lec'h plijus-se gant Monique Grijol abaoe 1993. E degemer al levraoueg ez eus ur burev-pad dalc'het gant ur skipailh labourerien a-youl vat.

Monique Grijol

Er salioù e c'haller aozañ emvodoù, atalieroù. Enno e c'haller ober diskouezadegoù a-hed ar bloaz a-gevret gant kevelerien diseurt.

Ouzhpenn 14 000 a levrioù hag a deulioù a vez kinniget d'an dud gant al levraoueg. Urzhiañ a ra levrioù ingal, ha gant se e c'hall kinnig al levrioù nevesañ a-hed ar bloaz. Ouzhpenn se, gant rouedad levraoueg-prestañ an departamant, e c'haller kinnig muioc'h a levrioù, a DVDoù hag a CDoù.

Abadennoù a vez aozet ingal : nozvezhioù-pijama, eurioù ar c'hontadennoù, ha kement zo.

Un dalc'had lec'hel he deus al levraoueg ivez, gant embannadennoù diwar-benn istor ar vro hag eiladoù eus luc'hskeudennoù kozh eus ar gumun. Er c'horn liesvedia emañ dielloù niverelaet Marilh ar Boblañs eus ar gumun.

Ul lec'h d'en em gavout evit an holl remziadoù eo ar greizenn sokiosevenadurel, ha diwar se ul lec'h eus ar c'hentañ evit an annezidi nevez da gavout o flas er gumun.

Eurioù digeriñ

  • Da Veurzh eus 10e00 da 12e00, eus 1e30 da 5e g.k. hag eus 8e da 9e g.k. (Burev-pad al labourerien a-youl-vat)
  • Da Verc'her eus 1e30 da 5e g.k. (Burev-pad al labourerien a-youl-vat)
  • Da Yaou eus 10e da 11e45
  • Da Wener eus 10e da 12e00 hag eus 1e30 da 4e g.k.
  • Da Sadorn eus 10e da 11e45 (Burev-pad al labourerien a-youl-vat)

Internet ha Lignezouriezh

  • Da Veurzh, da Yaou ha da Wener d'an eurioù ma vez digor ar greizenn.

Groupe de lecture : "Au Plaisir des MOts"

Son objectif est d'échanger ses « coups de cœur » et partager sa passion pour les livres. Toutes les personnes intéressées sont invitées à une rencontre autour d'un café, un vendredi par mois au centre socioculturel. Gratuit, participants ou simples spectateurs, ce club est ouvert à tous.

BibliothèqueBibliothèqueBibliothèque

Prizioù ar c'houmanantoù :

Koumanant levrioù
13,00 €
Lennerien eus 12 vloaz da 18 vloaz
6,50 €
Koumanant video
13,00 €
Koumanant hañvourien
13,00 €
Trevadenn dre video
5,50 €
Trevadenn dre levr
0,60 €
Erlec'hiañ ur gartenn-goumanant
5,50 €
Kartenn familhoù
25,00 €

Evénements, animations

Tourisme

tourisme

La bibliothèque

La bibliothèque a été créée en 1991 sur l’initiative de la municipalité. Elle bénéficia du fonds de la bibliothèque paroissiale soit environ 1500 volumes.

A l’époque, elle se situait derrière la mairie. Compte tenu de l’importance du fonds et de l’augmentation du nombre de lecteurs, les locaux de 134 m² sont vite devenus trop exigus.

La bibliothèque fut donc transférée dans de nouveaux locaux en juillet 2000 (nouvelle surface 300 m2) et informatisée dès le départ.

Ce nouvel agencement a suscité une augmentation des abonnés (450 en 2000, 620 en 2007)

Abadennoù

Lun. 15 gouere
L'Art dans les Chapelles du Léon - 14ème édition
Org : Commune de Plounévez
Sul. 13 here
Loto
Org : Comité d'Animation