Mairie de Plounévez-Lochrist

Dremmwelioù nevez

Multithumb found errors on this page:

There was a problem loading image 'images/stories/jumelage_a_plounevez_anne_2009_journe__Brehat_web.jpg'
There was a problem loading image 'images/stories/jumelage_a_plounevez_anne_2009_journe__Brehat_web.jpg'

Comité de jumelage Plounévez-Lochrist / Mooncoin

jumelage a_plounevez_anne_2009_journe__Brehat_web

E 1992 o doa soñjet un nebeud yaouankizoù eus Gwinevez krouiñ ur poellgor-gevelliñ gant ur gumun eus Europa. Buan a-walc'h e voe choazet Iwerzhon gant ar strollad.
Hor gwrizioù kelt, an tost m'eo Rosko, sikour ar poellgor-departamant Breizh-Iwerzhon ha skoazell kumun Plouzane : sed aze an abegoù eus an dibab graet gant ar strollad.
Krouet e oa bet ar gevredigezh d'an 03 a viz Even 1992, hag anvet « Dremmwelioù Nevez ». Gant ar poellgor-departamant ha poellgor-gevelliñ Plouzane e oa bet kinniget div gêriadenn dimp : diouzh un tu An Dún Beag, e kontelezh An Chlár (e kornôg d'ar vro) ha diouzh an tu all Móin Choinn, e kontelezh Cill Chainnigh (er gevred). Da-geñver an eskemm kentañ e oa bet degemeret 9 den eus An Dún Beag e deroù miz Mae 1993, ha div sizhun diwezhatoc'h e oa deuet 13 annezad eus Móin Choinn. Mat-tre e oa bet an darempredoù gant an daou strollad. Daou viz diwezhatoc'h, e miz Gwengolo, e oa aet 22 zen da Iwerzhon : 13 gwastadour e pep strollad (4 anezho, na c'halled ket sujañ, a oa chomet e-pad an div sizhunvezh). Ar veaj kentañ d'an Enez c'hlas e oa evit kalz ac'hanomp : ur pennad-buhez fromus- kenañ ne c'haller ket ankouaat.
Ur wech distro da Vreizh e oa bet ret dimp ober hor soñj. Ne oa ket aes tamm ebet, rak skoulmet hor boa liammoù start gant an daou strollad tud. Choazet e voe kumun Mooncoin evit meur a abeg : an niver a annezidi er gumun (heñvel a-walc'h ouzh hini Gwinevez) hag ivez un ekonomiezh diazezet war al labour-douar, da skouer.
Diwar neuze e oa bet e-leizh a veajoù. Bep eil bloaz e vez degemeret an dud en eil kêr pe en eben. Ouzhpenn-se o doa gallet ar c'hoarierien mell-droad yaouank hag un nebeud krennarded (Anim'ados) ober anaoudegezh gant Iwerzhon.
Bloavezhioù meur e voe 1997 ha 1998 e buhez ar c'hêrioù gevellet. E 1997 hor boa degemeret ur strollad 53 a Iwerzhoniz da sinañ ar garta da unaniñ hon div gumun. Er bloaz war-lerc'h e oa aet 72 a Wineveziz di.
Abaoe ez eus bet eskemmoù lerc'h-ouzh-lerc'h hep diaester ebet.Festoù a vez aozet ivez gant ar gevredigezh, da arc'hantañ donedigezh hor mignoned iwerzhonat pe da sikour paeañ ar veaj adalek Breizh : festoù-noz, ragoutoù mod Iwerzhon, arvestoù dañs eus Iwerzhon, ha kement zo. Koulskoude ez eo ar pred-krampouezh hon abadenn bouezusañ. Aozet e vez abaoe 1993 war-dro fin miz Gouere (hep na rafe glav gwech ebet !) war blasenn bourk Gwinevez.

Deuet-mat eo holl annezidi hor c'humun er gevredigezh-mañ, pe e vefe evit reiñ bod da Iwerzhoniz, pe evit kemer perzh er beajoù pe c'hoazh evit reiñ sikour da-geñver ar pred-krampouezh.
Deuet-mat oc'h ! Fáilte!

Raktresoù

Arvest ha sonadeg da-geñver Gouel Padrig, d'ar 17 a viz Meurzh.
Pred-krampouezh er bourk d'an 28 a viz Gouere.

Burev

Prezidant : Pascal MADEC
Sekretourez : Françoise HOINGUET
Teñzorier : Jérôme STÉPHAN

Mont e darempred ganto

Pascal Madec : 02.98.61.67.37.
Françoise Hoingnet : 02.98.61.67.37.

Jumelage2Jumelage3Jumelage4Jumelage5Jumelage6

Evénements, animations

Tourisme

tourisme

Abadennoù

Sul. 06 here
Loto
Org : Comité d'Animation