Mairie de Plounévez-Lochrist

Mignoned Kerizinen

Ur gêriadenn eus ar gumun eo Kerizinen, e-kreizig-kreiz ar maezioù, war-hed 4,5 c'hilometr diouzh bourk Gwinevez. Eno e oa bet ganet Jeanne-Louise Ramone (1910-1995), ha hi bet o chom eno a-viskoazh, o vevañ en hec'h atantig 2 hektar. Lavaret he doa he doa gwelet Jezuz hag ar Werc'hez Vari etre 1938 ha 1965, hag e oa bet graet kemennadennoù dezhi ganto alies. A-hed ar bloavezhioù e oa bet muioc'h-mui a dud o pediñ eno hag o treiñ ouzh Doue, ha padout a ra betek an deiz hiziv. E 1952 e oa krog ur stivell da redek, ha n'eo ket aet da hesk abaoe.
Diazezet e oa bet ar Gevredigezh Mignoned Kerizinen e 1972 gant asant Jeanne-Louise Ramone.
Er gevredigezh-se ez eus ouzhpenn 5000 a izili, ha renet eo gant 25 melestrour. Klask a ra derc'hel domani Itron Varia Gerizinen e ratre hag ober diouzh ma vo gallet pediñ ha degemer ar birc'hirined eno. Gant ar gevredigezh ez eo meret ivez al lec'h pirc'hirinded, tra ma vez graet war-dro ar bevaat speredel gant ar gumuniezh-pediñ a zo o chom eno.
Un ti-pediñ bras, 1200 plas ennañ, kinklet gant gwerennoù-livet kaer-meurbet, a vez digor a-hed ar bloaz. Bemdez e lavarer ar Rozera ennañ da 3e00 goude kreisteiz, ha bep miz e vez ur vodadeg vras evit pediñ.

Traoù hag a ginniger ober

Gweladenniñ an domani (stivell, ti-pediñ, ti Jeanne-Louise eus 9e00 diouzh ar mintin da 7e00 goude kreisteiz). Digoust eo ar gweladennoù. Gallout a reer piknikañ war al lec'h. Bannañ a reer ur film.

Burev

Prezidant : Joseph LE HIR
Pennsekretourez : Anne CALIES
Besprezidanted : Jean-François QUEFFELLEC, François TRIBOULET, Alain LERAY, Robert MAGRE, Antoine VILLEMAN, Françoise MEZI.
Teñzorierez : Yvette VASSEUR

Mont e darempred ganto

Kevredigezh Mignoned Kerizinen
Kerizinen
29430 Gwinevez
Pgz 02.98.61.69.71
Postel : Cette adresse e-mail est protégée contre les robots spammeurs. Vous devez activer le JavaScript pour la visualiser.
Lec'hienn internet : http://kerizinen.free.fr/

OratoireSourceMaisonJL

L'oratoire, la source et la maison de J.L. Ramonet