Mairie de Plounévez-Lochrist

Ar pemp skiant

Multithumb found errors on this page:

There was a problem loading image 'images/stories/sous_chapiteau.JPG'
There was a problem loading image 'images/stories/sous_chapiteau.JPG'
There was a problem loading image 'images/stories/5eme_saison.jpg'
There was a problem loading image 'images/stories/5eme_saison.jpg'
There was a problem loading image 'images/stories/Activit_Algues.jpg'
There was a problem loading image 'images/stories/Activit_Algues.jpg'

sous chapiteauKinnig a ra ar gevredigezh Ar pemp skiant un dibab obererezhioù ha kentelioù a denn d'an henvoazioù a sikour an dud er bed a-bezh da vezañ en o yec'hed. Pe e vefe war dachenn an arzoù-emgannañ pe war hini al louzeier, pe war hini ar sevel tiez bio zoken, e chom heñvel atav hon doare d'ober : kelenn ur bleustradenn, ha dre se, lakaat ar berzhidi d'ober gwelloc'h anaoudegezh ganto o-unan ha gant ar pezh a zo en-dro dezho.

Obererezhioù

Obererezhioù sizhuniek

Kentelioù Yoga japanat d'ar Meurzh ha d'ar Yaou eus 7e00 da 8e00 goude kreisteiz.
Yoga ha Kempo d'ar Meurzh ha d'ar Yaou eus 7e da 9e30 goude kreisteiz.
Roet e vez ar c'hentelioù e Dojo ar C'hernig.

Obererezhioù miziek

Atalier fito-filo, studi ar plant gouez, ar plant frondus hag al louzeier.

Labourat gant ar bezhin (dastum, keginañ ha debriñ) eus an nevezamzer d'an diskar-amzer d'ar reverzhioù, er Pemp skiant.

Stummadur Fito-filo (arz ha skiant al louzeier), stummadur war al louzaouiñ-tiegezhel war daou vloaz, dalc'h a vremañ miz Here 2011 – miz Gouere 2013, er Pemp skiant.

Abadennoù

Ar 5vet koulz-amzer : emvod diwar-benn ar plant gouez, frondus hag al louzeier gant diskouezerien deuet eus ar rannvro a-bezh, ha prezegennoù ivez.

Plant sof-kont : difoarañ al liorzhoù, eskemmoù greun ha plant, kuzulioù war al liorzhañ.

Prizioù
5eme saison

Yoga japanat 60€ an tri miz.
Yoga ha Kempo 90€ an tri miz.
Atalieroù fito-filo 30€ an abadenn.
Skodenn-vloaz da emezelañ er gevredigezh 15€.

Burev

Prezidantez : Joelle COLOMBANI
Besprezidantez : Véronique RIVÉ
Sekretourez : Claudine COAT
Teñzorierez : Soizig DENIAUX
Izili : Anne GROULT, Odile LEBLEU.

Mont e darempred ganto

Delphine KLAPPER
02.98.61.81.44 (Ouzh ar pellgomz d'ar Meurzh ha d'ar Yaou vintin)
Postel: Cette adresse e-mail est protégée contre les robots spammeurs. Vous devez activer le JavaScript pour la visualiser.
Lec'hienn: Les Cinq SensActivit Algues

Evénements, animations

Tourisme

tourisme

Abadennoù

Sul. 06 here
Loto
Org : Comité d'Animation