Ur gevredigezh etre kumunioù (Lanhouarne, Gwinevez ha Trelez) eo Ensemble. Rannet eo etre daou vodad: hini ar sevenadur, hag a aoz bep bloaz pemzektez ar sevenadur, ha hini ar sport, hag a aoz bep daou vloaz forom ar c'hevredigezhioù.
Burev
Cheñch a ra ingal prezidant ar gevredigezh-mañ. An dilennad karget eus ar sevenadur e pep kumun eo a zo prezidant, a-bep-eil, bep daou vloaz.
Prezidantez : Josée BALCON eus Lanhouarne.
Besprezidanted :
Morgane CALVEZ, Trelez
Roger BOSSARD, Gwinevez
Sekretourez Teñzorierez : Agnès BELLEC-EDERN, Lanhouarne
Eiler : Jean HELEGOËT, Trelez
Den karget eus bodad ar sevenadur : Josée BALCON
Den karget eus bodad ar sport : Yvon UGUEN, Gwinevez
Obererezhioù
Bodet eo an obererezhioù en-dro da zaou dem bras :
- Sevenadur bugale yaouankizoù
- Sportoù bugale yaouankizoù
E-touez an traoù graet gant ar gevredigezh, e c'haller menegiñ forom ar c'hevredigezhioù, festival ar c'hontadennoù ha pemzektez ar sevenadur.
Ar re-mañ a gemer perzh ivez en abadennoù-se :
- Skolioù an 3 c'humun : Ar Familh Santel, Ti ar Familhoù, ar Galon Sakr (Trelez) ha Santez Tereza (Lanhouarne).
- Al Levraouegoù
- Ar c'hreizennoù-dudi
- Ar gevredigezh Sevenadur ha Dudi