Mairie de Plounévez-Lochrist

Sevenadur ha Dudi

Multithumb found errors on this page:

There was a problem loading image 'images/stories/Ddf1.jpg'
There was a problem loading image 'images/stories/Ddf1.jpg'
There was a problem loading image 'images/stories/enc1.jpg'
There was a problem loading image 'images/stories/enc1.jpg'
There was a problem loading image 'images/stories/enc2.jpg'
There was a problem loading image 'images/stories/enc2.jpg'
There was a problem loading image 'images/stories/pc1.jpg'
There was a problem loading image 'images/stories/pc1.jpg'
There was a problem loading image 'images/stories/pc2.jpg'
There was a problem loading image 'images/stories/pc2.jpg'
There was a problem loading image 'images/stories/db1.jpg'
There was a problem loading image 'images/stories/db1.jpg'
There was a problem loading image 'images/stories/db2.jpg'
There was a problem loading image 'images/stories/db2.jpg'
Savet e oa bet ar gevredigezh e 1995 evit kenurzhiañ an traoù a reer el levraoueg ha reiñ buhez dezhi. Un nebeud bloavezhioù zo he deus graet traoù liesseurtoc'h evit krouiñ abadennoù all er gumun. Startijenn zo gant ar gevredigezh, ha meret eo en un doare sirius. Implijout a ra daou c'hoprad, unan evit ar c'hentelioù diwar-benn arz ar bleunioù hag unan evit ar c'hentelioù urzhiataerezh. Reiñ a ra lusk d'an degemer annezidi nevez hag d'ar meskañ remziadoù er gumun. Tomm-kenañ ouzh sevenadur ar vro eo an dud a labour a-youl vat er gevredigezh. Strivañ a reont ivez da lakaat ober anaoudegezh gant sevenadurioù all pa aozont nozvezhioù ha diskouezadegoù, pe c'hoazh pa labouront er gevredigezh etre kumunioù "Asambles" (Ensemble).
Evit kinnig muioc'h a draoù d'ober c'hoazh e labour ar gevredigezh asambles gant kevredigezhioù all. Aozañ a ra ivez sortiadennoù da welet arvestoù, er c'hoariva Santez Tereza e Kastell-Paol da skouer, dre ober gant ar c'henweturañ ha dre virout plasoù er priz evit ar strolladoù.

An obererezhioù-pad (e-maez ar vakañsoù-skol) :

Atalier bitellat "les doigts de fée"Ddf1dff2

Gant Denis Combot.
Bep Meurzh etre 2e ha 7e goude kreisteiz er sal liezimplij.

Arz ar bleunioù
df2df1

Gant Josée Caroff.
Ur yaouvezh bep miz 5e30 – 7e30 g.k. hag 8e-10e g.k er sal liezimplij.
Priz : 28 € an tri miz (ouzhpenn priz an emezelañ)

Al lignezouriezh,

Gant François CAROFF.
Priz 10 €/bloaz (ouzhpenn priz an emezelañ).
Un lunvezh diwar zaou etre 8e ha 10e g.k. el levraoueg

Ar sterniañ
enc1enc2

Kaset en-dro gant ar berzhidi.
Ul lunvezh diwar zaou etre 8e ha 10e g.k. er sal liezimplij
Priz : 10 € / bloaz (ouzhpenn priz an emezelañ)

Eurvezh ar c'hontadennoù

Gant Monique Grijol, MB Goineau ha Marcelle Lagathu.
Priz : 25 € / bloaz evit ur bugel pe 42 € / bloaz evit daou vugel (ouzhpenn priz an emezelañ).
Ur merc'hervezh diwar zaou etre 2e ha 4e g.k. el levraoueg.

Al livañ
peint1peint2

Kaset en-dro gant ar berzhidi.
Bep Lun eus 2e da 4e30 g.k. er sal liezimplij.
Priz : 10 € / bloaz (ouzhpenn priz an emezelañ)

An urzhiataerezh

Gant Véronique Verdon e sal liesvedia al levraoueg.
Bep Meurzh : 3 frantad eurioù zo
Priz : 25 € / trimiziad (ouzhpenn priz an emezelañ)

Ar gwriat

Gant Suzanne Corfa.
Ul lunvezh bep miz etre 8e ha 10e g.k. el levraoueg.
Priz : 10 € / bloaz (ouzhpenn priz an emezelañ).

Ar c'heginañ
cuisine1

Kaset en-dro gant ar berzhidi.
Ur merc'hervezh bep miz e ti ar familhoù etre 7e30 ha 9e30 g.k.
Priz : 10 € / bloaz (ouzhpenn priz an emezelañ)

Le point comptépc1pc2

Kaset en-dro gant ar berzhidi.
Bep Yaou etre 2e ha 4e30 g.k. er sal liezimplij.
Priz : 10 € / bloaz (ouzhpenn priz an emezelañ)

Dañsoù Breizh
db1db2

Gant Céline Guiavarc'h.
Bep Meurzh a-dreñv an Ti-kêr etre 8e30 ha 10e g.k.
Priz bloaz : un den hepken : 20 €, koublad : 30 €, studierien ha bugale : 5 € (ouzhpenn priz an emezelañ)
Ouzhpenn an obererezhioù-se e vez abadennoù aozet ur wech hepken e-kerzh ar bloaz.

Emezelañ

Priz an emezelañ er gevredigezh zo 10€ pe 15€ evit ur c'houblad, evit an dud eus Gwinevez, Trelez ha Lanhouarne ha 15€ pe 25€ evit an dud eus kumunioù all.

Er burev a vremañ emañ :

Prezidant : Roger Bossard
Besprezidantez : Suzanne Corfa
Teñzorier : François Caroff
Eilteñzorier : Claude Amice
Sekretourez : Monique Grijol
Eilsekretourez : Bernadette Malet

Bureau Culture et Loisirs

Mont e darempred ganto :

Titourañ pe emezelañ Pgz : 02.98.61.68.90

Liamm : Obererezhioù ar gevredigezh er bloavezh 2013/2014

Cette adresse e-mail est protégée contre les robots spammeurs. Vous devez activer le JavaScript pour la visualiser. da gas ur postel

Evénements, animations

Tourisme

tourisme

Abadennoù

Sad. 10 mezheven
Collecte jeux et livres
Org : Bibliothèque Centre Socio-culturel
Mer. 14 mezheven
Racontines numériques
Org : Bibliothèque Centre Socio-culturel