Mairie de Plounévez-Lochrist

Kevre judo ar bae

Ur gevredigezh etre kumunioù eo (Gwinevez, Lanhouarne ha Trelez) ma pleustrer ar judo en un aergelc'h distegn. Graet eo an holl gentelioù gant ur c'helenner diplomet gant ar Stad, ha gant se e vez graet mat war-dro an dud.
 

Obererezh

Adalek an oad a 4 bloaz e c'haller pleustriñ ar judo. Gant ar sport-se e vez sikouret ar re lentañ da hardishaat hag ar re durmudusañ da gontrollañ o nerzh hag o zrivliadoù. Ur skol eus ar vuhez eo, ma tesker an doujañs ha kontroll an-unan.
 

Eurioù

Kammedoù kentañ-Judo : da Verc'her eus 5e15 da 6e00 g.k.
Deraouidi : da Verc'her eus 6e00 da 7e00 g.k..
Re arroutet-mat : da Verc'her eus 7e00 da 8e15 g.k.

Gallout a reer kemer div gentel-esa ha lakaat e anv forzh peur e-kerzh ar bloaz.
 

Prizioù

1añ bugel : aotreadur kevread 33€, skodenn klub 107€, en holl 140 €.
2l bugel : aotreadur kevread 33€, skodenn klub 92€, en holl 125 €.
3e bugel hag ar re war-lerc'h : aotreadur kevread 33€, skodenn klub 57€, en holl 90 €.
Prizioù evit ar bloaz eo ar re-se. Gallout a reer paeañ e meur a wech.

Burev

Prezidant : Julie BOUCHER
Teñzorierez: Aurélie CLOAREC PORC'HEL
Eilteñzorierez: Nadège PERON
Sekretourez: Olena SALAUN
Ezel : Laurence REMONE
 
Kelenner: David BIZOUARN
 

Mont e darempred ganto

Postel: Cette adresse e-mail est protégée contre les robots spammeurs. Vous devez activer le JavaScript pour la visualiser.
Lec'hienn Internet : Kevre Judo ar Bae

Evénements, animations

Tourisme

tourisme

Abadennoù

Gwe. 25 gwengolo
Au plaisir des mots
Org : Commune de Plounévez
Gwe. 25 gwengolo
Rencontre avec Pierre Chanteau
Org : Bibliothèque Centre Socio-culturel