Mairie de Plounévez-Lochrist

Rederien ha kerzherien bae ar C'hernig

Traoù hag a ginniger ober

En em gavout a ra ar gerzherien da Sadorn goude kreisteiz en Ode Vras. N'eus skodenn ebet da baeañ evit ar gerzherien.
Emgav a vez gant an ugent reder bennak da Sul vintin e tachenn-gampiñ an Ode Vras evit ur c'haloupadeg. A-stroll e loc'h an dud, ha goude-se e red pep hini d'an tizh a gar ha keit ha ma kar. En em stummañ a ra strolladoù en un doare naturel, hervez barregezh an dud pe o yec'hed, e-kerzh ar c'haloupadeg. Gallout a ra ar rederien a gar kemer perzh e redadegoù zo, daeadeg an Elorn, Kastell-Paol / Montroulez, Transléonarde, ha kement zo.
Boas eo ar rederien hag o familhoù d'en em gavout div wech ar bloaz evit ur pred : e penn kentañ miz Gwengolo evit ur piknik en dachenn-gampiñ hag e fin miz Here en ur preti goude ar redadegoù Kastell-Paol / Montroulez.

Priz

Skodenn evit ar rederien : 15€ ar bloaz.
Gallout a reer emezelañ er gevredigezh forzh peur. Plijus eo an aergelc'h ha spered-mat zo.

Burev

Prezidant : Hubert BOTHOREL
Besprezidant : André OLLIVIER
Teñsorierez : Marie-Noëlle PAILLER

Mont e darempred ganto

Hubert BOTHOREL: 02.98.61.80.27
Sellit ouzh blog ar gevredigezh