Mairie de Plounévez-Lochrist

Ar greizenn-dudi

Ar greizenn-dudi « al laboused-mor » zo ul lec'h da zegemer minored hep herberc'hiañ anezho, evit ar vugale etre 4 bloaz ha 12 vloaz.


Digor e vez bep Merc'her hag e-pad ar vakañsoù-skol. Degemer a reer ar vugale eus 7e30 da 6e30 goude kreisteiz. Graet e vez war o zro gant Isabelle, renerez, Faustine, eilrenerez ha daou gasour diplomet.
Diouzh ar mintin e kinniger d'ar vugale dibab traoù d'ober diwar ur roll. Obererezhioù a c'hall bezañ kinniget gant ar vugale o-unan, ha goude kreisteiz e reer c'hoarioù hag ez eer da bourmen.


Gallout a ra ar vugale dont evit ur penndevezh pe un devezh a-bezh. Evit poent n'eus nemet 35 plas.


Titouroù : 02.98.61.63.01