9, straed ar Gar
Pgz : 02.98.61.41.30
Plr : 02.98.61.67.73
Postel : Cette adresse e-mail est protégée contre les robots spammeurs. Vous devez activer le JavaScript pour la visualiser.
Lec'hienn ar Skol Diegezhel diwar ar Maez
Pal kevredigezh ar Skol Diegezhel diwar ar Maez eo kinnig d'ar yaouankizoù un deskadurezh ma vez a- bep-eil prantadoù skol ha stajoù. Sed amañ an traoù a zo pouezus eviti : lakaat ar yaouankizoù d'ober berzh dre an holl obererezhioù a denn d'ar stummadur ; diorren an darempredoù kevelerezh etre ar skolidi, ar familhoù, ar vichereien hag ar stummerien ; broudañ da uhelaat barregezh pep hini ; kemer perzh e diorroadur hor rannvro.
Degemeret e vez an dud e-barzh salioù renevezet penn-da-benn. Gant ar skol-lojañ ez eus muioc'h a amzer evit selaou ha kaozeal. Hor pal pemdez eo prientiñ ar re yaouank evit ma vint gouest da gavout o flas, da gompren petra a ranker ober da gavout e blas e bed al labour hag er gevredigezh.
Prezidant : Roger BOSSARD - Renerez : Yvonne CABON – gant 165 a skolidi.
Dibarderioù ar skol
- Stummañ a-bep-eil goude ur c'hlas 5vet, 4e, 3e, BEP, pe eilvet.
- 15 devezh er skol (lojad pe hanter-lojad).
- 15 devezh en ur staj (gennadoù diseurt er 4e, 3e, gennad ar servijoù e BEPA hag er Bak-micher).
Stummadurioù kentañ
- 4e, 3e
- BAK MICHER Servijoù d'an dud ha d'an tiriadoù
Stummerezh dibaouez
- Skoazeller buhez sokial.
- Stajoù da stummañ ar skoazellerien er gêr hag an implijidi-tiegezh.
Hon oberoù e 2012 / 2013
- Abadennoù pedagogel difer, gant sikour Skol ar Familh Santel (kregiñ da implijout internet, eurvezh ar c'hontadennoù, abadennoù da-geñver an dijuni pe evit ar surentez, ha kement zo.)
- Raktresoù talvoudus evit ar gevredigezh hag ar sevenadur
- Oberoù-micher gant liseidi e klas termen ar BAK MICHER, gant sikour ar skol-vamm hag ar skol kentañ-derez, al levraoueg hag ar KDHH, skolioù Trelez ha Lanhouarne, ar gevredigezh etre kumunioù Asambles (Ensemble) ha Diazezadur Ploueskad.