Mairie de Plounévez-Lochrist

EKSM : Erlec'h Kerent Skoazellered-Mamm

Petra eo an ESM ?

En ESM ar C’hernig ez eus kevelet 6 kumun: Gwinevez, Kleder, Lanhouarne, Ploueskad, Trelaouenan, Trelez.

Mont a ra an ESM en-dro abaoe an 12/09/2005.

Digor eo ar servij da dud ar vugale, d’an dud o deus bet ur bugel nevez zo ha d’ar skoazellerezed-mamm. Emañ dindan renerez Amélie, kuzulierez war an ekonomiezh sokial ha tiegezhel, skoazellet gant Pauline a zo karget eus ar bedagogiezh hag eus ar bevaat gant ar skoazellerezed-mamm. Pal ar framm-se eo degemer gwelloc’h bugaligoù ar vro, ha reiñ tro :

  • diouzh un tu, da dud ar vugale da gaout titouroù diwar-benn an doareoù degemer a zo anezho, da vont e darempred gant ar skoazellerezed-mamm, da c’houzout penaos sevel ur gevrat-labour, ha da gaout titouroù diwar-benn ar gwirioù hag al lezennoù. Ul lec’h evit bezañ selaouet ha sikouret ez eo ivez evit tud ar vugale.
  • diouzh an tu all, d’ar skoazellerezed-mamm da ditourañ diwar-benn o gwirioù hag o dleadoù evit a sell ouzh al lezenn, da vicherelaat. Ul lec’h selaou ha sikour ez eo ivez evit an dud a zo war ar vicher-se.

Petra eo e gefridioù ?

  • Bevaat – ul lec’h ma c’hall kejañ michereien an degemer er gêr, tud ar vugale hag ar vugale an eil re gant ar re all.
  • Aozañ – ul lec’h da ditourañ, da heñchañ, ma c’haller gouzout petra eo gwirioù tud ar vugale, ar vichereien hag ar re zo o c’hortoz bezañ aprouet.
  • Sikour d’ober ur vicher eus an degemer a-hiniennoù.
  • Sikour da sellet penaos e vez degemeret ar vugaligoù er vro.

Penaos eo aozet ?

O labourat war dachenn ar gumuniezh-kumunioù emañ Amélie et Pauline :

  • Amélie: d’al Lun kentañ a bep miz e Ploueskad, asambles gant Pauline ;
  • D’an 3e Lun a bep miz e Kleder ;
  • D’ar 4e Lun a bep miz e Lanhouarne.

Mont e darempred ganto

Pgz : 02.98.61.42.48.

Evénements, animations

Tourisme

tourisme

Abadennoù

Sul. 01 here
Loto bingo
Org : Comité d'Animation
Sad. 14 here
Soirée karaoké philippines
Org : Default