Mairie de Plounévez-Lochrist

Loisirs et culture

Levraoueg ha kreizenn sokiosevenadurel

En ur plas mat-tre emañ an hollad-se, e-kreiz ar bourk. Ul lec'h gouestlet d'ar vuhez sevenadurel, d'ar c'hejadennoù ha d'ar c'hendivizoù ez eo. Ennañ ez eus 3 sal evit an emvodoù hag an obererezhioù, ur c'horn « babigoù-lennerien » mat-tre evit ar vugaligoù, ur sal liesvedia, ul levraoueg hag ur c'horn da didourañ an douristed. Renet eo al lec'h plijus-se gant Monique Grijol abaoe 1993. E degemer al levraoueg ez eus ur burev-pad dalc'het gant ur skipailh labourerien a-youl vat.

Monique Grijol

Er salioù e c'haller aozañ emvodoù, atalieroù. Enno e c'haller ober diskouezadegoù a-hed ar bloaz a-gevret gant kevelerien diseurt.

Ouzhpenn 14 000 a levrioù hag a deulioù a vez kinniget d'an dud gant al levraoueg. Urzhiañ a ra levrioù ingal, ha gant se e c'hall kinnig al levrioù nevesañ a-hed ar bloaz. Ouzhpenn se, gant rouedad levraoueg-prestañ an departamant, e c'haller kinnig muioc'h a levrioù, a DVDoù hag a CDoù.

Abadennoù a vez aozet ingal : nozvezhioù-pijama, eurioù ar c'hontadennoù, ha kement zo.

Un dalc'had lec'hel he deus al levraoueg ivez, gant embannadennoù diwar-benn istor ar vro hag eiladoù eus luc'hskeudennoù kozh eus ar gumun. Er c'horn liesvedia emañ dielloù niverelaet Marilh ar Boblañs eus ar gumun.

Ul lec'h d'en em gavout evit an holl remziadoù eo ar greizenn sokiosevenadurel, ha diwar se ul lec'h eus ar c'hentañ evit an annezidi nevez da gavout o flas er gumun.

Eurioù digeriñ

  • Da Veurzh eus 10e00 da 12e00, eus 1e30 da 5e g.k. hag eus 8e da 9e g.k. (Burev-pad al labourerien a-youl-vat)
  • Da Verc'her eus 1e30 da 5e g.k. (Burev-pad al labourerien a-youl-vat)
  • Da Yaou eus 10e da 11e45
  • Da Wener eus 10e da 12e00 hag eus 1e30 da 4e g.k.
  • Da Sadorn eus 10e da 11e45 (Burev-pad al labourerien a-youl-vat)

Internet ha Lignezouriezh

  • Da Veurzh, da Yaou ha da Wener d'an eurioù ma vez digor ar greizenn.

Groupe de lecture : "Au Plaisir des MOts"

Son objectif est d'échanger ses « coups de cœur » et partager sa passion pour les livres. Toutes les personnes intéressées sont invitées à une rencontre autour d'un café, un vendredi par mois au centre socioculturel. Gratuit, participants ou simples spectateurs, ce club est ouvert à tous.

BibliothèqueBibliothèqueBibliothèque

Prizioù ar c'houmanantoù :

Koumanant levrioù
13,00 €
Lennerien eus 12 vloaz da 18 vloaz
6,50 €
Koumanant video
13,00 €
Koumanant hañvourien
13,00 €
Trevadenn dre video
5,50 €
Trevadenn dre levr
0,60 €
Erlec'hiañ ur gartenn-goumanant
5,50 €
Kartenn familhoù
25,00 €

Les Amis de Saint Pierre

Cette association crée en 1950, a pour but de gérer le patrimoine de la paroisse de Plounévez-Lochrist.EGLISE

 

Bureau

Président : Louis LE BRAS, prêtre de l'ensemble paroissial.

Trésorier : Jean OLLIVIER

Secrétaire :  Marie LE BRAS

 

Contact

Jean OLLIVIER au 02.98.61.46.47.

Kenseurtiezh Koskor ar Gumun

Pal ar gevredigezh-se eo skoulmañ liammoù plijus a gamaladegezh etre gwazourien ar gumun.

Obererezh

Ur sortiadenn bep bloaz gant ar wazourien hag o familhoù.

Burev

Prezidant : Sébastien CAROFF
Besprezidant : Yannick ABALEA
Sekretourez : Carole CREIGNOU
Teñzorier : Loïc SEGALEN

Unan Daou Tri Boutchous

Bodañ a ra ar gevredigezh-se ar skoazellerezed-mamm eus Lanhouarne, Gwinevez ha Trelez a zo mat dezho bezañ enni. Renkañ a ra emgavioù gant ar re vihan diwallet ganto, gant obererezhioù diseurt, ha kement-se en teir c'humun.

Traoù hag a ginniger ober

Ur wech bep tri miz e Lanhouarne : labourioù-dorn ; ur wech bep tri miz e Trelez : margodennoù, rimodelloù,... ; ur wech bep tri miz e Gwinevez : obererezhioù kefluskañ.

Raktres

Evit ar bloavezh 2011-2012 ez eus bet lakaet un obererezh war-sav gant Jean-Luc ROUDAUT, ur wech ar miz, hag a echuo gant un arvestig e miz Even 2012 dirak tud ar vugale

Prizioù

30 € eo ar skodenn-vloaz evit ar skoazellerezed-mamm.

Burev

Prezidantezed : Claudie CHATAIGNER eus Gwinevez ha Pascale DIDOU eus Lanhouarne.
Teñzorierezed : Marie-Pierre L'HOUR, Trelez ha Karine DUCLOS, Trelez.
Sekretourezed : Magalie LE SAINT, Gwinevez hag Arméline BOCHER, Gwinevez.

Mont e darempred ganto

Claudie CHATAIGNER : 02.98.61.84.03 pe 06.78.35.07.98.
Pascale DIDOU : 02.98.61.48.64.

Kevredigezh bageerien arvor Trelez ha Gwinevez

KEVREDIGEZH BAGEERIEN ARVOR TRELEZ HA GWINEVEZ

Er gevredigezh-se ez eo bodet ar vageerien eus Trelez ha Gwinevez, evit an takad a zo etre chapel Sant Gwevrog ha bae ar C'hernig. Krouet e oa bet d'ar 26 a viz Eost 2009. He fal eo renkañ buhez pleustrek ar vageerien, boutinaat an traoù hag ivez en em glevet mat hag en em sikour. Ar gevredigezh a daol evezh ivez ma vo gwarezet interestoù an izili pesketaerien ha/pe bageerien, evit a sell ouzh implij an tevennoù ha/pe ar mor peurgetket.

Burev

Kenbrezidanted : Yves GRALL, evit Gwinevez ha Laurent LE DUFF, evit Trelez
Sekretour : Raymond CUEFF
Eilsekretour : Laurent ROSSIGNOL
Teñzorier : Patrick LAGATHU
Eilteñzorier : François ROSEC
Izili : Alain LAVERNE, Bruno DERRIEN, Daniel ROCHARD

Mont e darempred ganto

Dre bellgomz d'ar 02.98.61.40.92 pe d'ar 02.98.61.64.74.

Kevredigezh lec'hel unvaniezh brezelourien Gwinevez (UNC)

UNCKrouet e oa bet an U.N.C e 1918. Difenn a ra talvoudoù evel ar gamaladegezh, ar vignoniezh hag ar genskoazell etre hec'h izili, ha difenn a ra ivez o interestoù e-skeud derc'hel koun eus ar re varv (dever memor). Bodet ez eus remziadoù disheñvel er gevredigezh, remziadoù 39-45, Aljeria, TOE, OPEX ha soudarded Frañs. Ober a ra war-dro ar goulennoù kartennoù ha leve evit ar vrezelourien hag ar re a zo e dalc'h an ONAC, ar skoazell hag ar sikourioù, hag al leve kenwarez. « Unanet an holl evel war an talbenn » eo ger-stur an UNC.

Traoù hag a ginniger ober

Lidoù brogar d'an 8 a viz Mae, d'an 11 a viz Du, d'an 8 a viz Eost er C'hernig ha d'ar 5 a viz Kerzu e Pleiben.
Kenstrivadegoù "Petank ha Beulot" d'ar 17 a viz Meurzh ha d'ar 17 a viz Du er sal Lan Inizan. Kenstrivadeg petank d'ar 15 a viz Eost en Ode Vras.

Skodennoù 2013

Izili, aduidi ha soudarded Frañs : 21 €.
Maouezed izili (intañvezed a vrezel hag intañvezed brezelourien gozh) : 14 €.
Ouzhpennañ 7 € d'ar prizioù merket evit ar c'houmanant d'ar gazetenn.

Raktresoù

Sortiadenn e-pad un devezh gant ur c'harr-boutin (deiziad ha lec'h da resisaat).
Beaj 8 eizhtevezh da Saint Jean de Mont eus ar 26 a viz Even d'an 3 a viz Gouere : le Puy du Fou, Planète Sauvage, Nervouster, bageadenn war an Erzh, ...

Burev

Prezidant : Jean-Paul MELLOUET _ Tromboz (02.98.61.41.85)
Besprezidant : Paul PERON _ Kerougant (02.98.61.42.30)
Teñzorier : Joseph ABIVEN (02.98.61.40.32)
Sekretour : Désiré CADIOU _ Landegiac'h (02.98.61.40.25)
Dougerien bannieloù : Jean PORHEL ha Jean GOAOC

Mont e darempred ganto

Jean-Paul MELLOUET: Cette adresse e-mail est protégée contre les robots spammeurs. Vous devez activer le JavaScript pour la visualiser.

11 NOVEMBRE_2011

La Plounévézienne

Activités de l'association

Réguler la faune, protéger les cultures, détruire les nuisibles (renards, corbeaux freux, pies bavardes, corneilles noires, pigeons ramiers).

TarifsCouverture

Saison

  • 65€ pour les sociétaires de Plounévez
  • 85€ pour les semi-extérieurs
  • 130€ pour les personnes extérieures

Bureau

Président : Yves ABOLIVIER

Vice-Présidents : Vincent JOLIVET et Yvon PRISAC

Trésorier : Patrick SEGALEN

Membres : Jean-Yves LE BORGNE et Mickaël OLIVIER

 

Contacts

06.83.47.69.46 ou Cette adresse e-mail est protégée contre les robots spammeurs. Vous devez activer le JavaScript pour la visualiser.
 

An ofiserien a vor

Multithumb found errors on this page:

There was a problem loading image 'images/stories/OFFICIERS_MARINIERS.JPG'

Kevrenn an isofiserien a vor war o leve hag an intañvezed eus Gwinevez, Lanhouarne ha Sant-Nouga.
Logo FNOM

Bodet ez eus teir c'humun er gevredigezh-se. Ul lodenn eus kevredigezh an isofiserien a vor war o leve hag an intañvezed eus Norzh Penn-ar-Bed eo-hi. Emezelañ a c'hall outi an isofiserien a vor war o leve, an intañvezed isofiserien a vor hag ar garter-mistri war o leve. Gallout a ra ivez emezelañ outi an isofiserien a vor n'emaint ket war o leve hag an aduidi. Pal ar gevredigezh eo difenn interestoù hec'h izili, skoulmañ liammoù kenskoazell, kemer perzh el lidoù brogar.

Traoù hag a ginniger ober

Aozañ ur genstrivadeg petank d'ar 1añ a viz Gouere war dachenn Kastell Keryann ha d'an 29 a viz Gouere e sportva Gwinevez, sortial asambles, en em adkavout da goaniañ, ...
Logo AOMR

Raktres

Fardañ ur banniel nevez evit ar gevrenn, arc'hantet gant an teir c'humun. Emeur o fardañ anezhañ dija en embregerezh a zo bet dibabet. Emañ ar gevrenn o'n em unvaniñ gant hini Ploueskad.

Prizioù

Skodenn-vloaz a 25 € evit an ofiserien war o leve, 15 € evit an intañvezed.

Burev

En em vodet e oa izili burevioù kevrennoù Ploueskad ha Gwinevez d'ar Sadorn 28 a viz Ebrel 2012, e Ploueskad, evit sevel burev « Kevrenn ar C'hernig », diwar unvaniñ an div gevrenn.

OFFICIERS MARINIERS

Prezidant a enor : Olivier ABALAIN
Prezidant : Denis PERSON
Besprezidant : François CAROFF
Teñzorierien : Gérard MARC hag Yvonne PRIGENT
Sekretourien : Yves SPARFEL et Jean-Jacques BORDENAVE
Dougerien banniel : Jo BELLEC, Jo PORHEL ha Gérard MARC
Izili ar Burev : Rémi BOURILLON, Jean DIDOU, Christian FILLEUR, Marie-Claude MINOIS, Denis PERVES, Guy ROPARS, Gilbert ROSSIGNOL ha Jean-Pierre ROUE.

Mont e darempred ganto

Denis Person: 02.98.69.93.30
Jean-Jacques Bordenave: 02.98.61.44.85 (responter)
Jean-Pierre Roué: 02.98.61.47.99
Joseph Porhel: 02.98.61.47.24

Sous-catégories

Evénements, animations

Tourisme

tourisme

Abadennoù

Aucun événement