Mairie de Plounévez-Lochrist

Servijoù teknikel

JM SALAUN JEAN-MICHEL SALAUN: Rener ar servijoù teknikel eo-eñ. Karget eo da genurzhiañ al labourioù divizet gant an dilennidi. Renkañ a ra al labour e skipailhoù gant gwazourien ar servijoù teknikel. Labourioù dibar : servij an dour (krouiñ rouedadoù, kevreañ an tiez ouzh ar rouedad dour mat da evañ, kempenn 120 km ar rouedad da gas an dour mat da evañ da war-dro 1400 a dud koumanantet), servij ar yac’husaat, labourioù a bep seurt war savadurioù ar gumun, sklêrijennadegoù an Nedeleg, kempenn ar glasvezegoù, kempenn an dachenn-gampiñ ha traonienn Pondarm.
L LECLERC LAURENT LECLERC: Gwazour teknikel eo-eñ, ha karget eo eus hollad an dafar (trakteurien, stroborelloù, kirri ha dafar bihan). Karget eo eus ar servij yac’husaat, kempenn a ra ar poulloù-dour, ha sevel a ra konterioù an dour mat da evañ.
L SEGALEN LOÏC SEGALEN: Oberataer eo-eñ, ha karget eo da gempenn ar sportva (sal an holl sportoù, sal liezimplij, ti ar vugale) hag an tachennoù mell-droad. Karget eo ivez da labourat war ar savadurioù ha da gempenn ar salioù. Hennezh eo ar gwazour a zo karget eus ar surentez (G.K.S).
Y ABALEA YANNICK ABALEA: Gwazour teknikel eo-eñ, karget da gempenn an hentoù (120 km) : rezañ a ra bordoù an hentoù, skarzhañ ar fozioù, diskourrañ ar gwez, lakaat an dour da redek e korzennoù, stouvañ an toulloù en hentoù. Hennezh eo blenier pennañ an traktor-pal.
A LE_FUR ANDRÉ LE FUR: Gwazour teknikel eo-eñ, karget eo eus savadurioù ar gumun hag eus an hentoù. Bleinañ a ra ijinennoù ivez. Hennezh eo a ra al labourioù mañsonañ war savadurioù ar gumun.
L LE_GOFF LAURENT LE GOFF: Gwazour teknikel eo-eñ, karget eus ar glasvezegoù. Karget eo da grouiñ glasvezegoù nevez, da gempenn traonienn Pondarm, lodennaouegoù ar bourk, da skubellañ ha da zilouzaouiñ gant ur mekanik (lipco, mekanik dre vurezh).