Mairie de Plounévez-Lochrist

Servijoù melestradurel

E LETTY_KERVRAN ELIANE LETTY-KERVRAN : Pennrenerez ar servijoù eo-hi. Renkañ ha ren a ra an doare ma vez lakaet ar steuñvoù oberoù da dalvezout hervez ar palioù lakaet gant an dilennidi, o kenurzhiañ hag o kontrollañ an dafar hag an arc’hant a zo gant ar gumun. Kenlabourat a ra gant ar Maer hag an Eilmaered evit prientiñ an teuliadoù : emvodoù ar c’huzul-kêr, sevel raktresoù, sevel hag evezhiañ ar budjedoù, klask skoaziadennoù, marc’hadoù publik... Ren a ra ar c’hoskor a-bezh hag ober a ra war-dro respet ar wazourien. Kontañ a ra penaos ez eo bet sevenet an tammoù-labour d’ar Maer.
S CAROFF
SEBASTIEN CAROFF : Karget eo eus ar gontouriezh hag eus ar c’hêraozerezh, ober a ra war-dro an dispignoù hag ar gounidoù, fakturenniñ a ra ar servijoù d’an implijerien (dour ha yac’husaat), plediñ a ra gant an darempredoù gant servijoù kontouriezh ar Stad, ha merañ a ra ar marc’hadoù a-fet ar gontouriezh. Merañ a ra an teñzorerezh diouzh ar gwellañ hag ober war-dro an teuliadoù kêraozerezh. Sikour ha kuzuliañ a ra an implijerien evit a sell ouzh an teuliadoù kêraozerezh, ober a ra war-dro Steuñv Lec’hel ar C’hêraozañ (S.L.K) ha Servij Publik ar Yac’husaat Distroll (S.P.Y.D).
C CREIGNOU CAROLE CREIGNOU: Gwazourez velestradurel eo-hi. Karget eo da zegemer an dud hag ober a ra ivez tammoù-labour melestradurel, resev an disklêriadurioù ha sevel an aktaoù a sell ouzh Marilh ar Boblañs. Evezhiañ a ra penaos e vez feurmet salioù ha dafar ar gumun, neveziñ a ra an teuliadoù, sevel an dibab-keleier ha neveziñ lec’hienn internet ar gumun. War he c’harg emañ an argerzh da aozañ an dilennadegoù.

Evénements, animations

Tourisme

tourisme

Abadennoù

Lun. 15 gouere
L'Art dans les Chapelles du Léon - 14ème édition
Org : Commune de Plounévez
Sul. 13 here
Loto
Org : Comité d'Animation